16 Août 2023 | Actualités

An distro !

An distro ! Goude bezañ bet daou viz o c’hortoz emañ suporterien FC An Oriant o vont da gemer en-dro an hent da vont d’ar Vouster. Poent eo neuze tapout ar skerboù hag ar rochedoù. Ar roched nevez « er-gêr » zo erruet gant ar vag e-kerzh an hanv en ur baseal hebiou ar porzhioù (E Keroman eo e voe krouet FC an Oriant e 1926). Mall zo da welet ar match kentan er-gêr sur pa oa dija 900 a suporterien gant ar merluzed e Pariz an deiz all. 

Ur saezon nevez hag e-pad dek miz neuze e vo skrivet ur bajennad nevez eus istor ar merluzed. « Ar vell-droad zo fest, ar fest zo mell-droad » zo skrivet war chupennoù ar c’hoarierien. Dres ar pezh a zo gortozet : fest, plijadur, from . Dres ar pezh a zegas ar matchoù gounezet, ar matchoù kollet, ar stress … met bepred, karantez evit an FCL. Kalz a blijadur warlene e stad ar Vouster a oa bet leun-chouk meur a wech. Warlerc’h ar gouelioù etrekeltiek emañ ar vell-droad o tont en-dro. Ra gendalc’ho ar fest neuze …

Olwen Mallejac

Partager sur : Facebook | X